Bihan-bihan eo deuet an niver a dud a sav o bugale e brezhoneg, abaoe ar bloavezhioù 1950. Desket e vez brezhoneg er skol peotramant er stajoù hir hiziv an deiz. Barrekaat e brezhoneg, er mor gallek tro-dro deomp, a vez diaes evit an deskarded. Mont e darempred gant ar re a oar mat brezhoneg, bout komprenet gante a vez ken diaes all. Evit sikour anezhe eo bet lakaet e plas ar programm « Tro-dro dit » gant Departamant Penn ar Bed, er bloavezh 2018. Abalamour e kaver c'hoazh, tro-dro d'an unan, tud gouest ha kontant da gaozeal brezhoneg, memes gant nevez-vrezhonegerien. Betek 1 500 euro a vez roet d'ar c'hevredigezhioù bro (Emglevioù pe Tier bro) evit prientiñ abadennoù a vod an dud, deskarded ha brezhonegerien varrek, evit e rafent anaoudegezh asambles. Ha nerzh a zo gant ar c'hevredigezhioù-se, zoken ma ne voe ket aes o labour er mizioù tremenet. Padrig Feroc, kenurzhier ar gevredigezh nevez Raok, a gont deomp peseurt mod e vez kaset en-dro baleadennoù hir gante, dre greiz ar vro. An holl dud a c'hall dont evel-just, pe vijent en o bleud gant ar brezhoneg pe divrezhonek penn kil ha troad. E Speied 'oa bet foetet bro gant ar bourmenerien ar wech ziwezhañ, gant an istorour Ifig Remon evit o bleniañ ha kontañ istor e vroig dezhe. Kaozeadennoù e brezhoneg a vez bep an amzer ivez, e Karaez, e-lec'h ma teu unan bennak da gontañ kaoz diwar un tem. Ur staj fardañ krampouezh zo war ar billig ivez, e Landelo, hag ur staj « Hentoù Treuz », evit gwriziennañ e zoare da gaozeal brezhoneg, a vo er Poc'her araok pell.
E Ti ar Vro Landerne ivez e klasker tennañ gounit eus ar programm-se, e-giz e tispleg deomp Eric Le Lann, goprad ar gevredigezh. Kalzig a enrolladennoù zo bet graet gante ha bannet war o lerc'hienn internet dija, evit an nevez-vrezhonegerien. Met ar bloaz-mañ e faot d'an izili bodañ an dud adarre, evit un diskouezadeg fotoioù gant Stéphane Ac'h da skouer, er Forest-Landerne, peotramant en ur vizitañ ar vreserezh nevez Sklent, er memes kêriadenn. Raktresoù all zo war ar stern gante, en o zouesk ur c'henlabour gant ar greizenn Stumdi, evit sachañ muioc'h a dud er gevredigezh, pe ur c'henlabour startoc'h gant Arvorig FM. Krouiñ liammoù etre an dud ha reiñ c'hoant dezhe mont pelloc'h gant an deskiñ brezhoneg 'vo defi bras ar c'hevredigezhioù e Penn ar Bed.