Brezhoneg

langue bretonne

Ur skoazell kardarnaet d’ar brezhoneg gant an departamant

Pennad-kaoz kroaziet etre Véronique Bourbigot, besprezidantez an Departamant e karg eus ar brezhoneg ha Yann Uguen, prezidant ar rouedad Diwan.

Daoust hag-eñ e c’hallit kinnig deomp ho hentad deskadurezh brezhoneg  ?

Yann Uguen : Diwan zo ur benveg hag a zegas ar brezhoneg, un hentad kelenn e-mesk ar re all. Bez’ emañ ivez ar skolioù divyezhek publik, ar skolioù divyezhek prevez a sikour skignañ ar brezhoneg gant efedusted evit gwareziñ anezhañ gant pedagogiezhioù disheñvel.

4 030 skoliad zo e Diwan, en o zouez 3000 e departamant Penn-ar-Bed. Disheñvel eo Diwan diouzh an hentadoù all rak krouet e oa bet evit an treuzkas dre soubidigezh.

Evit treuzkas ur yezh gant efedusted ez eo ar soubidigezh an doare gwellañ. Nemet n’eo ket bet degemeret pe anavezet da vat gant an Deskadurezh-Stad. Setu ez omp ur gevredigezh abaoe 40 vloaz zo.

Er mizioù diwezhañ e oa bet ur c’hendiviz bras a-fet ar soubidigezh gant al lezenn Molac*. Diskouezet hon eus efedusted an hentenn evit treuzkas ar yezh kenkoulz ha talvoudoù ar Republik, met ret e oa bet stourm memes tra.

Penaos e ra an departamant evit kas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh war-raok  ?

Véronique Bourbigot : Gant ar C’huzul-departamant e vez roet war-dro 3 milion a euroioù evit lakaat ar brezhoneg ha sevenadur Breizh da vevañ. Souten a reomp Diwan, da skouer, dre ur skoaziadenn 100 000 a euroioù ar bloaz, da lavaret eo 20 % eus budjed ar gevredigezh. Prezidant ar C’huzul-departamant en deus gouestlet derc’hel d’ar skoaziadenn-se. Ouzhpenn-se e sikouromp an daou skolaj eus ar Releg-Kerhuon hag eus Kemper, evel holl skolajoù all an departamant.

Nevez a-walc’h eo ar sikour-se evit ar C’huzul-departamant. Se zo kaoz hor boa gweladennet ur skolaj Diwan da-geñver an distro-skol diwezhañ, kement ha kas ur sinal kreñv raktal d’ar rouedad Diwan. E-pad ar c’hendiviz war al lezenn Molac, ar prezidant Maël de Calan en doa skrivet ivez da vinistr an Deskadurezh-Stad, Jean-Michel Blanquer, evit sachañ e evezh war ar berzh a ra ar reizhiad dre soubidigezh.

Lavaret hon eus hag adlavaret a reomp ingal da Yann Uguen ha da gelennerien ar rouedad Diwan e c’hallont kontañ warnomp. Gouzout a reont e vimp en o c’hichen.

Perak ez eo pouezus souten sevenadur Breizh e Penn-ar-Bed ?

V.B. : Ar brezhoneg eo hor glad, hor sevenadur, hon istor. Ma ne vez ket treuzkaset e vo kollet, ha gantañ e vo kollet un tamm eus hon identelezh, un tamm eus hon ene.

Y.U. : Ar yezh eo sichenn an identelezh, ma kaver ivez ar sonerezh, an dañs, ar boued… Ne gredan ket ez eus ezhomm da unvaniñ pep tra, d’ober d’an holl ac’hanomp bezañ heñvel evit kaout un emglev republikan hag ur raktres kevredigezh. E gwirionez e soñjan kentoc’h e vez graet pinvidigezh hor bro gant tiriadoù Frañs, en o mesk Breizh ha Penn-ar-Bed.

Peseurt amzer da zont evit ar brezhoneg hervezoc’h  ?

Y.U. : Muioc’h-mui a gomzerien bepred  ! Ober a raimp devezhioù dorioù digor d’ar 5-6 a viz C’hwevrer 2022. Abaoe meur a c’hwec’hmiziad n’hor boa ket gallet ober an abadennoù-se abalamour d’ar blegenn yec’hedel. Met evit anavezout ar skolioù, kejañ gant tud, tuta, ez int momedoù pouezus.

Evit ar skolioù, gant al lezenn Molac*, e c’hallint kaout muioc’h a arc’hant, suraat an implijoù kelennerien a zo e plegennoù diasur a-walc’h gant kevratoù skoazellet. Fellout a ra deomp ivez sikour tud ar vugale o deus roet bec’h er skolioù ha lemel diganto un tamm eus ar garg kevredigezhel. Rak kalz a labour a reont.

Ma fell deomp gwareziñ da vat ar brezhoneg e rankomp tizhout 40 000 a skolidi en holl hentadoù. Setu hon eus ezhomm da vezañ skoazellet, pe e vefe gant ar strollegezhioù pe ar Stad a-fet an danvez roet evit krouiñ hentadoù dre soubidigezh, publik pe katolik.

V.B. : E Breizh ez eus tost da 10 % eus skolioù ar c’hentañ derez o kinnig un hentad divyezhek. E Penn-ar-Bed e tizher 18,6 %. An departamant blein omp evit gwir gant se, kerkent hag en derez kentañ. Er bloaz-mañ, e Penn-ar-Bed, 8 760 a skolidi a oa enskrivet en un hentad brezhoneg (divyezhek, Diwan pe prevez) d’an distro-skol 2021.

En deiz hiziv e c’houlenn muioc’h-mui ar familhoù an deskadurezh dre soubidigezh, he deus diskouezet he efedusted. Netra ne vez tapet da vat atav, met an amzer da zont ne c’hall bezañ nemet brav-kaer evit ar rouedad Diwan hag ar brezhoneg.

*Kinnig-lezenn « a denn da wareziñ glad ar yezhoù rannvroel ha da gas anezho war-raok ». D’an 21 a viz Mae 2021 e oa bet kavet gant ar C’huzul bonreizhel e oa al lodenn a sell ouzh an deskadurezh dre soubidigezh kontrol d’ar Vonreizh ha d’he mellad 2 ("Ar galleg eo yezh ar Republik "). Evit gouzout hiroc’h : www.vie-publique.fr

Mots clés

Durant leur interview croisée, Véronique Bourbigot, vice-présidente du Département en charge de la langue bretonne et Yann Uguen, président du réseau Diwan ont pu échanger leur vision de l’enseignement immersif en Finistère.

Le Conseil départemental a affirmé son soutien aux initiatives qui sont de nature à faire vivre notre langue bretonne. Il alloue environ 3 millions d’euros pour faire vivre la langue et la culture bretonne chaque année. Il soutient également le réseau Diwan via une aide de 100 000 euros par an, soit 20 % du budget de l’association. C’est une subvention que le Président du Conseil départemental s’est engagé à maintenir. De plus, le Département accompagne les deux collèges du Relecq-Kerhuon et de Quimper, comme tous les autres collèges du département.

Ce soutien assumé est un peu nouveau pour le Finistère. C’est pourquoi, afin d’envoyer un signal fort et immédiat au réseau Diwan, le Président du Conseil départemental Maël de Calan a visité un collège Diwan à l’occasion de la dernière rentrée scolaire. Lors du débat sur la loi Molac, le Président a également écrit au ministre de l’Éducation nationale, Jean-Michel Blanquer, pour attirer son attention sur les succès rencontrés par le système immersif.

Le Département a dit et redit régulièrement aux professionnels du réseau Diwan qu’ils peuvent compter sur son action.