En ur voest voutin eo bet lakaet arc'hant an holl izili-se a-benn diorenn ar porzhioù-mor war hir-amzer, gant palioù resis hag ur budjed. Labourioù bras zo bet raktreset, a-drugarez d'ur yalc'had a 80 milion a euroioù war dek vloaz (60 milion a euroioù evit ar pesketaerezh hag 20 milion evit ar bageal).
A-benn sikour bro Gerne da zerc'hel e lañs e bed ar pesketaerezh fresk e Frañs, ur c'hevrad a dileurierezh servij publik zo bet sinet etre izili ar sindikad hag ur c'horvoer hepken : Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Penn-rannvro Breizh Kornog - Kemper (Chambre de commerce et d’industrie métropolitaine Bretagne Ouest - Quimper - CCIMBO). Evit ar pesketaerezh e vo ar CCIMBO ar c'hendivizer nemetañ. A-drugarez d'ur budjed boutin brasoc'h evit araok e c'hallo ar sindikad kemmesk kinnig muioc'h a servijoù evit an dud a vor, dre ar CCIMBO gant ur program emellout a bado eizh vloaz (2018-2025). 15 milion a euroioù a vo roet gant ar sindikad d'ar CCIMBO, e-touesk ur budjed hollek a 28,6 milion a euroioù, evit kas da benn labourioù nevesaat er porzhioù, er servijoù ha modernaat an argerzhioù.
Cheñchamant zo ivez evit ar bageal da bourmen. Departamant Penn ar Bed a oa perc'henn war un nebeut fesoù ha kevradoù er porzhioù-mor. E-barzh tri anezhe e oa deuet fin ar c'hevradoù-se (Leskonil, Gwaien hag ar Gelveneg-Lechiagad), setu int bet kemeret e-karg gant ar sindikad kemmesk a-benn neuze, e-giz e porzh-mor Douarnenez ha Sant-Gwenole ivez. N'eus ket 'met porzh bageal Loctudi – Enez Tudi hag a zo meret dre aotreadurioù c'hoazh. Pal ar sindikad eo merañ e-unan ar seizh porzh pesketa-bageal kernevad. En ur harpañ ouzh levr glas ar bageal, c'hoant zo gant tud ar sindikad kemmesk diorenn ar bageal da bourmen er porzhioù-se dre grouiñ ur rouedad etre ar re-se gant servijoù ha reolennoù boutin dezhe. A-benn reiñ nerzh d'al lec'hioù-mor-se.
Ar sindikad kemmesk a zo karget da ober war-dro al labourioù bras er porzhioù-mor ivez. C'hoazh e rae hennezh war-dro o c'hempenn. Ar bloaz-mañ, emeur o echuiñ labourioù war kal ar Rosmeur (evit 1 milion a euroioù) hag e ti kapitenn ar porzh (evit 90 000 a euroioù), e Douarnenez. Memes mod e Sant Gwenole hag er Gelveneg e-lec'h ma echuer nevesaat tier kapitenn ar porzh.
