Brezhoneg

Ur wech e oa… War ‘l Leur !

Adalek ar bloaz-mañ, War ‘l Leur Penn ar Bed a labour gant Rannvro Breizh ha Kuzul Departamant Penn ar Bed a-benn lakaat ar vugale da zizoloiñ kultur Breizh. Dre raktresoù pedagogel e sachont o evezh war o c’hultur rannvroel hag e klaskont liammañ anezhañ gant reoù all er bed. Evel-se e teu ar vugale da vout kurius ha doujus ouzh ar pobloù hag ar c’hulturioù estren.

Un istor hir eo hini ar c’henvodad War ‘l Leur, bet savet e 1985. Ur c’hevredad kelc’hioù keltiek eo, ur gevredigezh mod lezenn 1901. Met petra eo ur c’helc’h keltiek ‘ta ?

E Breizh, e penn-kentañ an XXvet kantved, lod deus ar Vretoned en em rentas kont e oant disheñvel diouzh ar re all e Frañs. O c’hultur (yezh, lennegezh, kan ha dañs…) a zo pinvidik hag a dalvez kement hag hini ar Frañsizien. Gante e voe krouet ar c’helc’hioù keltiek evit difenn ha brudañ sevenadur Breizh. En em vodañ a reont evit kaozeal, seniñ muzik peotramant gwriat dilhad hengounel.

E Pariz ( !) e oa bet ijinet framm ar c’helc’h keltiek kentañ e 1911, gant Bretoned nevez-degouezhet er gêr gapital c’hoant gante en em vodañ asambles. Ha prestik goude e oa bet krouet kelc’hioù keltiek all e Breizh (Pont-Aven, Konk-Kerne, An Oriant, An Naoned…) ha betek an devezh hirio ma konter kantadoù a strolladoù.

Buan a-walc’h ez eus bet ezhomm eus ur framm evit liammañ ar c’helc’hioù-se kenetreze, hag evit priziañ anezhe e-pad ar c’hoñkourioù. Kendalc’h, ar c’hevredad kelc’hioù keltiek koshañ, zo bet savet evit-se er bloavezh 1950. War ‘l Leur en em zistagas dioutañ un toullad bloavezhioù goude. Hirio ez eus un ugent kelc’h keltiek bennak kevredet gant War ‘l Leur, rann Penn ar Bed, ha 2 000 ezel er gevredigezh.

Abaoe ar bloaz-mañ e labour tud War ‘l Leur Penn ar Bed gant rannvro Breizh ha Kuzul Departamant Penn ar Bed evit lakaat ar vugale da zizoloiñ o c’hultur rannvroel. Dont a reont er skolioù e-pad an amzer-skol peotramant an TAP (Temps d’Activités Périscolaires), er c’hreizennoù dudi hag en trevadennoù- vakañsoù. Dre ur raktres kontet anvet « Ur wech e oa… Penn ar Bed » e klaskont kizidikaat ar re yaouank. Marie Le Bihan, e-karg deus ar raktres-se, a zispleg deomp ez eus seizh temm berr pe hir oc’h ober ar program-se. Diouzh ar goulenn e savont o abadennoù er skolioù pe er c’hevredigezhioù, diwar an temm dibabet gant ar skolaerien pe an animatourien. Reiñ a reont lañs d’ar raktres en ur gontañ ur vojenn gozh, hag e implijont un darvoudig c’hoarvezet er vojenn-se evit enrollañ ar vugale en un oberiantiz. Tresadennoù ar vuhez wechall, gant Hélène Couvidou, a sikour ar vugale da gompren gwelloc’h eus petra zo kaoz, pa c’hellont heuliañ haroz pe harozez an istor en e-he v-buhez pemdeziek. War-lerc’h e kinnigont d’ar voused dañsal, seniñ ha kanañ, brodañ pe dizoloiñ ar boued, an ti-savouriezh, ar micherioù hag ar c’hoarioù kozh. Un tañva d’ar brezhoneg a c’hellont reiñ d’ar skolidi ivez.

Deuet zo un animatour War ‘l Leur e klas Keven ar Fur n’eus ket keit-se ‘zo, e skol Diwan Pennharz e Kemper. Kalz a blijadur o deus bet ar skolidi neuze, diouzh a lâr ar skolaer. Buhezek-tre eo bet an abadennoù hag ar skolidi o deus klevet mojenn Kêr Is. En em lakaet int d’ober skoulmoù da vrodañ ha fardet o deus amann ha kouign-amann goude-se. An-dra ziwezhañ-mañ a zo plijet ar muiañ dezhe war a seblant. Hogen, ma ouient ur bern traoù diwar-benn o c’hultur a-raok, lod anezho ne anavezent ket mat an arrebeuri kozh, e-giz ar gweleoù-kloz da skouer.

Anaout gwelloc’h e gultur zo pouezus evit goût piv eur. Met keñveriañ anezhañ gant reoù all er bed zo ken pouezus all. Dre-se e tiwan e-kreiz ar vugale ar guriusted evit ar re all hag an doujañs ouzh ar c’hulturioù estren ivez.

1. Ouzhpenn 20 kelc’h keltiek a zo kevredet gant ar c’henvodad Kendalc’h, rann Penn ar bed, an devezh a hirio.

Mots clés

L’association War ‘l Leur travaille depuis cette année avec la Région Bretagne et le Conseil départemental du Finistère pour sensibiliser les enfants des écoles ou des centres de loisirs à la culture bretonne. Ils apprennent à danser, chanter, faire du beurre, broder, ou sont initiés à la langue bretonne.

langue bretonne

Nevez-Amzer - LE printemps

Les jours sont plus longs, les oiseaux se remettent à chanter après un long silence hivernal… Voici peut-être arrivé le printemps (nevez-amzer)! Passés les derniers froids du mois de mars, les températures remontent petit à petit (tamm ha tamm) et la nature se réveille doucement. Autrefois, les anciens ne connaissaient que deux saisons (koulz-amzer) : l'été (an hañv) et l'hiver (ar goañv). Quand le temps radoucissait, il était déjà temps de penser aux travaux à venir dans les champs : fumer la terre (skuilhañ teil), charruer (treiñ douar) et semer (hadañ).

Aujourd'hui, nous sommes beaucoup moins nombreux à vivre à la campagne, en Bretagne. Nous avons également beaucoup plus de temps libre (amzer vak) pour nous distraire (en em ziduiñ). Le beau temps printanier donne beaucoup de plaisir (plijadur) à celles et ceux qui s'activent hors de leurs maisons. Les promeneurs seront encore charmés par le vert tendre des nouvelles feuilles, la bonne odeur de certaines plantes sauvages (bleunioù gouez) nouvellement ouvertes comme les primevères (bokedoù-laezh), l'ail des ours (kignenn an arzed) ou les jonquilles (roz-kamm).

Pour ceux qui aiment l'accrobranche (krapat er gwez), ils pourront aller à Penzez, Fouesnant ou Melgven pour se défouler. Une bonne occasion d'en savoir plus sur la flore de notre département.

D'autres préfèreront courir (galoupat) à travers les champs et les bois ou circuler à vélo (marc'h-houarn) sur les sentiers.

Pour ceux qui aiment la mer (ar mor), ils trouveront leur bonheur au printemps. Le longe-côte (bale er mor) à la cote en ce moment. L'eau de mer soulage le corps et aide à la circulation sanguine (kas ar goad). Quand la mer sera d'huile, il vous sera possible d'approcher les rochers et les îlots en kayak. Et l'on verra de beaux bateaux à voile (bagoù dre lien) naviguer dans les baies de Morlaix ou Douarnenez.